Mont d’an endalc’had

Margaret Mitchell

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Margaret Mitchell

Margaret Mitchell (8 a viz Du 190016 a viz Eost 1949) a oa ur skrivagnerez saoznek stadunanat hag a c’hounezas ar Priz Pulitzer e 1937 gant he romant Gone with the Wind ("Aet gant an avel"). Berzh bras en deus graet ar romant-se, pa’z eus bet gwerzhet anezhañ ouzhpenn 30 milion a skouerennoù. Ur film a oa bet savet diwarnañ e 1939, gant Clark Gable ha Vivien Leigh da aktored pennañ, ur film hag en doa graet berzh bras ivez.

Ganet e voe Margaret Mitchell en Atlanta, e stad Georgia. Koulz he zad, a oa un alvokad pinvidik anezhañ, hag he mamm a oa diskennidi da enbroidi deuet eus Iwerzhon. Mervel a reas he mamm e 1919, diwar ar grip. En he bugaleaj e klevas ar plac’hig istorioù e-leizh diwar-benn Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet, gant ar re gozh en he familh.

Labourat a reas evit ar gazetenn The Atlanta Journal-Constitution, ma sine he fennadoù gant an anv-pluenn Peggy Mitchell, etre 1922 ha 1926. E-touez ar pennadoù savet ganti e voe ur pennad-kaoz gant an aktor brudet Rodolfo Valentino ha meur a bennad hag a gonte buhez jeneraled ar Brezel diabarzh. Paouez a reas da labourat e 1926, goude bezañ torret he ufern ha divizout chom er gêr. Neuze e krogas da sevel he romant. E 1935 e tiskouezas dornskrid al levr savet ganti d’un embanner. Dont a reas al levr er-maez e Mezheven 1936, ul levr 1037 pajenn hag a gonte ar vuhez e Su ar Stadoù Unanet goude ar brezel.

Diouzhtu e reas berzh bras he romant ha brud a dapas betek an estrenvro. War-dro ur milion a zolaroù a c’hounezas, dindan pevar bloaz, gant gwirioù al levr ha gwirioù ar film a voe savet da-heul. An istorioù kontet dezhi gant he zad, gant ar vevelien zu, gant tud all c’hoazh e-touez he c’herent hag he mignoned, diwar-benn ar Su gwechall, diwar-benn distruj kêr Atlanta gant ar jeneral William T. Sherman, diwar-benn adsavidigezh ar Su, kement-se holl a yeas d’ober ur romant en he spered.

Div wech e voe dimezet Margaret Mitchell, e 1922 hag e 1925 (e eil pried a oa paotr-enor en he eured kentañ).

Mervel a reas goude ur gwallzarvoud karr-tan e 1949 ha douaret e voe e bered Oakland en Atlanta.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù