Mont d’an endalc’had

Sinai

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ledenez Sinai gwelet eus an oabl.

Sinai (arabeg: سيناء Sīnā) a zo ul ledenez tric'hornek lec'hiet etre ar Mor Kreizdouar en norzh hag ar Mor Ruz er su, gant Kanol Suez ha Pleg-mor Suez er c'hornaoueg, hag an harzoù etre Israel hag Egipt ha Pleg-mor Aqaba er reter. Emañ al ledenez en Azia, met perc'hennet eo gant Egipt, a zo en Afrika war-bouez Sinai. War-dro 60 000 km² zo dindani ha war-dro 500 000 a dud a zo o vevañ enni. Menezioù brudet a zo e Sinai, evel Menez Santez-Katell, a dap 2 642 m (menez uhelañ Egipt eo), ha Menez Sinai (2 285 m), a vije bet, hervez ar Bibl, al lec'h m'en dije resevet Moizez an Dek Gourc'hemenn. Emañ Manati Santez-Katell nepell ac'halese.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.