sailh
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn 1
sailh /ˈsaʎ/ benel/gourel (liester : sailhoù)
- Endalc'her ledan e c'henoù a dalvez da dreuzdougen danvezioù a bep seurt, dourennek pe solut ; kelorn
- Edo o tont gant ur sailh bihan en e zorn. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 410.)
- Bep an amzer e plege he c'hein da bakañ ur breñvedenn gorvigellek evit he zaoler en ur sailh plastik a oa ganti en he c'hichen. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 115.)
- Doare kranenn e kefluskerioù ardivinkoù zo ; bailh
- <skouer.>
Deveradoù
Troidigezhioù
- galleg : corps de pompe (fr)
- galleg : cylindre de machine (fr)
- galleg : seau (fr)
Anv-kadarn 2
sailh /ˈsaʎ/ gourel (liester : sailhoù)
- Lamm
- — Heu ! eme Herri en eur ober eur sailh. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 23.)
- Obererezh sailhañ
- <skouer.>
Deveradoù
- sailhadenn
- sailhañ
- sailherezh
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Furm verb
sailh /ˈsaʎ/
- Furm ar verb sailhañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
- <skouer.>
- Furm ar verb sailhañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn
- <skouer.>